Fausto Coppi

Fausto Coppi e 1952

Angelo-Fausto Coppi, a veze graet Fausto Coppi anezhañ, a oa ur reder marc'h-houarn a-vicher eus Italia. Ganet e oa bet d'ar 15 a viz Gwengolo 1919 e Castellania (Piemonte) ha marvet d'an 2 a viz Genver 1960 e Tortone (Piemonte ivez). Ur mestr marc'hhouarner e oa ha graet e veze ar «campionissimo» anezhañ pa oa aet ar maout gantañ da skouer 5 gwech e Tro Italia ha div wech en Dro-C'hall.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy